Gwenan a-unan

Evit dastum, kemer poan ! Sed ar pezh a lavar ar gwenan. Pezh zo, gwell eo dezho diwall kar an nektar e parkoù zo a c’hell evit gwir bout fall…

1.
Erfin eo deuet an Nevez-Amzer,
En o bleuñv emañ ar parkeier.

E-pad ar goañv eo manet stank ar gwenan en o ruskenn
Pa’z eo gwir ne blij ket dezho nijal en avel yen.

———

Pezh zo, da zebriñ
N’o deus ket mui !
Lonket-holl ganto ar mel o doa miret a-gostez,
Paket berr eo ar gwenan, hag int dibourvez.

2.
Da c’hortoz distro an heñchourezed
Aet da c’hwesa ar maezioù mintin abred
Emañ ar Vamm o reiñ urzhioù d’ar bleuniaouerezed :

– Kontañ warnoc’h a ra ar ruskennad evel kustum
Kar sed aze ho labour a rumm da rumm.
Deoc’h-c’hwi da zibab fonnusañ pollen ha gwellañ nektar
Ma teuio ganeomp lipousañ mel ha lufrusañ koar !

Ouzh pep unan er gumuniezh
E c’houlennan c’hoazh ur wezh :
Petra a lavar ar gwenan ?

– Evit dastum…
– KEMER POAN !

3.
– Setu erruet an heñchourezed gant o c’heloù,
Sellit a-dost ha gant aked ouzh o jestroù.
A-benn neuze, dañsit holl
Ha nijit a-stroll !

———

Ouesk eo an dañsourezed
O tiskouez d’o c’hoarezed
Pelec’h kavout nektar ha pollen
Dre ar maezioù tro ar ruskenn.

———

Dizale emañ ar gwenan a-vagadoù
O nijal gant an avel
Dreist ar menez, a-dreuz parkoù
War-lerc’h danvez da fardañ mel.

4.
War-zu ar biz, en ur fonnus a werjez,
Eo bamet bleuniaouerezed ar bagad :
Biskoazh ken strujus ur parkad !
Ennañ a bep seurt frouezh, avaloù, per, prun ha kerez…

Na bliv eo ar gwenan, pollen ganto leun o blev !

– En avalenn-mañ eo ker brokus an nektar !
– Hag er berenn-mañ eo ken dous, un drugar !

– Serromp ken a c’hellomp !

– Na kontant e vo ar Vamm !

———

Goude un devezh puilh e-touez ar bleunioù
O deus bet ar gwenan o gwalc’h hag ouzhpenn !
Pase poent eo dezho distreiñ d’ar ruskenn
Karget o zrompilh hag o favioù.

5.
War an treuzoù emañ ar gwarderezed war api.
Diwall ar gumuniezh ha kontañ o c’hoarezed eo o c’hefridi.

Hag ar Vamm ha goulenn : – Erruet eo holl ruskenniz ?
– Hogozik. Degouezhet pep skouadrenn nemet strollad ar biz.

———

Fraoñval kreñv a ra ar ruskenn d’abardaez-noz.
Met p’emañ ar gwenan o tiskargañ o samm
Ez eo gwall nec’het ar Vamm :
War-lerc’h strollad ar biz emañ c’hoazh o c’hortoz.

– A-benn nebeut ez aio an heol da guzhañ
Mall eo dezho dibradañ ha n’eo ket chom da ruzañ !

6.
Pa n’eus roud ebet eus strollad ar biz eo graet an diviz :
Tolpet e vo ar vodadeg veur a-barzh nemeur.
Galvet eo an holl wenan gwitibunan
Da zisterniañ hep tardañ evit klevet ar c’heloù-mañ :

– Heñchourezed, bleuniaouerezed, labourerezed,
Avelerezed, gwarderezed,
Izili hor c’humuniezh,
Ma merc’hed kaezh,

Dedostaet oc’h amañ da glevet un doare
Eus ar mantrusañ a zo degouezhet d’hor re.
Ur skouadrenn zo steuziet adarre
Dres evel ‘oa c’hoarvezet warlene.

Bolontez an natur a zo kriz.
Bezit truez, me ho ped,
Ouzh planedenn ho c’hoarezed,
Sed tonkadur strollad ar biz…

7.
Ha bleuniaouerezed da respont diouzhtu :

– Steuziet, emezit-hu ?

– Ur wezh c’hoazh, truez ha setu ?

– Mamm, salokras, ’maomp ket a-du !

– Ha p’o defe kollet an hent distro ?
Ne c’hellomp ket o dilezel !
Hor c’hevredigezh evit mont en-dro
He deus ezhomm a bep ezel !

– Evit dastum, kemer poan, ya, a galon vat,
Lakaat en arvar ur rumm gwenan, ha nann ‘vat !

8.
– Mat eo, ma merc’hed,
Ho santimant am eus klevet.
Nemet evit mont war roud ho c’hoarezed
‘Po ezhomm sikour an hini he deus o heñchet…

– Filomen eo an hini, Mamm.
– Ra vo degaset din, ha d’al lamm !
– War a seblant eo chomet klañv,
Poan-benn ha droug-bouzelloù, war a ouian…
– Ha re greñv ouzh an nektar e vije aet ?
– War a lavar, a-vec’h tañvaet…

– En ur park kontammet int tapet aze,
Sur eo ha n’eo ket marteze !
Ra vo kaset diouzhtu war-zu ar biz
Ur skouadrenn heñchourezed da furchal pizh !

9.
Goude ur pennadig o nijal da heul frondoù en aer,
Setu kavet ar werjez fall he gwez ken kaer.

Ar gwenan a oa ken drant o hiboud
A seblant bremañ evel chomet boud.
Lod zo badaouet, lod zo semplet,
Lod zo o koroll, aet o spered da foll.

———

– C’hoarezed paour ! N’int ket evit hejal o divaskell !
‘M eus aon ne vint ket gouest da vont gwall bell…

– Ha ma vefe degaset amañ mel fresk ha pollen,
A-benn aesaat ar gwenan o vreskenn ?

– Trawalc’h e vo da reiñ nerzh dezho
Evit nijal d’ar ruskenn prim ha dillo !

– Ra vezo graet evel-se
Ha galvet sikour hep dale !
Tra ma’z aio lod war-lerc’h pollen ha mel glan
E chomo ar re all da dommañ d’ar re glañv.

10.
Pront eo ar bleuniaouerezed o respont
Hag oc’h aozañ ar mont ha dont.
Dindan berr eo savet ar chadenn
Da zegas lipousañ mel ha freskañ pollen.

———

A-raok pell eo kreñvaet ar re wan
Ha deuet ar re foll enno o-unan.

Pare an holl da vont d’ar gêr,
Heñchourezed ha strollad ar biz war o lerc’h !

11.
En diwezh eo distroet an holl wenan yac’h ha dibistig
Ha tolpet en-dro d’o Mamm prestik.

– Ur wezh ouzhpenn omp bet tapet berr
Gant nektar saourus ur werjez kaer.
Ar parkoù re strujus, avat, a vez fall alies
Hag a ra d’ar gwenan koll nerzh ha spered.
Hiviziken, me ho ped, chomit war evezh
Pe hor gouenn-holl a’z aio da get !

12.
– Ha bremañ dañsit c’hoazh holl a-gevret
Evit ar blijadur
Hag ouzh nektar re barfet,
Dalc’homp soñj da chom fur !

Skeudenn gant Boba Jaglicic, emb. Unsplash.