Me ho ped, chomit pell.
Kredit me hag e voc’h gwell !
Salokras, ‘peus ket afer ac’hanon.
Arruet kras eo ma c’halon
Ha gaou-tort ma spered,
Ag ar sort n’ho po nepred.
Atav, n’am eus netra da roiñ
Ker tanav eo man danvez.
Ho trompliñ ne fall ket, neuze :
‘Peus ket afer ag ur loen brein.
Edan koaf an hunvreour
Emañ gwall ar lavarour.
Ha pa grog ar fall louzoù,
Nend eus ket harz dezho.
Diwallit, me ho ped !
Ne jaojan ket doc’h ho meurded.
Skeudenn: Edvard Munch (1863-1994), An Disparti (1896), eoullivadur war lien.