Daou vab

Daou baotrig hañval-mik
A vo ganet hiriv

Unan brav, unan moutik
Hag an daou memes liv

Div vouezh tanav
Ha selloù bliv

Lemm an daoulagad a anav
Piv zo piv

***

Daou vab ‘m eus gortaet
Daou vab ‘m eus ganet

Unan zo brav
Unan zo marv

Mes an daou a garan
Hag an daou a vagan

Unan gant e laezh
Unan gant hiraezh

Skeudenn gant Lindsay Campbell, emb. The Globe and Mail (Kanada).