Ma mignon

Na gredit ket ennin, ma mignon
Ne za genin netra gwirion

Kaer ‘po goulenn, me nac’ho krenn
Ha neoazh eo ar c’hontrel zo da gompren

Gete emañ ar gwir
D’am fallentez, netra ne vir

Ne jaojan ket doc’h ho fiziañs
Nend eus ennin nemet droukrañs

Kuzh eo ma zorfed
Keuz am eus berped

Mes ‘bedin ket d’ho tigarez na d’ho pardon
Keit ha ma chomo karantez ennoc’h ‘vidon

An eil ‘deus ket dober ag egile
Aveit padiñ a vlez da vlez

Skeudenn gant Ben Turnbull, emb. Unsplash