Den ebet n’hoc’h anav nemedon.
Ha nemet Mamm, en he c’halon.
Soñj kaer ‘m eus ag ho fri
Hag an amzer é c’hoari.
Unan d’an diaz, unan d’ar laez, éc’h ebatal,
Ha d’an tu ‘rall an deiz àr-lerc’h, c’hoazh é fichal.
Mes un noz, deroù Gwengolo
‘Peus lâret din “Kenavezo !
Ne ouelit ket, c’hwi man gwelo.”
Nann, james ne ouelan
Ker lies ho kwelan.
Aes ho kavet, mam breur farsour
Kuzhet e skleur ar melezour.