Mizioù zo ‘mañ ar c’hleñved
É redek bro dre ar bed
Dispak e falc’h
É klask e walc’h
A Vro-Sina d’an Amerik
Hag Europa zo seizet-mik
Klozet an holl hep dale
Difennet eo bale
Digenvez ar gêr vras
Didrouz an hent-bras
Skarzhet an dud eus o stalioù
Ar vugale ‘maez o skolioù
Ha leun-chouk an ospitalioù
Kozh ha yaouank, ne vern d’an droug
A viliadoù an dud a voug
Berr o anal, kras o skevent
É rambreal gant an ambren
Nag ar re all ? Kollet
Pennfollet, dirollet
É vreskenn gant an anken
Enket krak-ha-krenn
Ken na teurvezo ar viruzenn
Pakat he falc’h da virviken
Skeudenn gant steve pancrate, emb. Unsplash