Emañ ar gevredigezh en dienez,
Korf hag ene,
Kerkoulz an dud hag ar gwez.
Stank ar beorien war-dro billig ar baourentez.
Dibaot ha laouen an Aotrouien é lipat o moneiz.
Amprestiñ ha preniñ ha restaoliñ,
Piaouiñ ha taoliñ…
Sed urzhioù nevez ar relijion,
Gwall niverus he beleion.
Ar re bitaod, avat, ac’hanoc’h-c’hwi ne reont ket kaz.
Nend eus d’o grad nemet ur blaz.
Netra ne vir ouzh al lonteien :
Redek a reont evel ar chas evit lonkiñ ho kwenneien.
Na c’hwi ‘grede redek en o mesk ?
Marc’h dall !
Dre bediñ sant Segal ‘peus kollet hoc’h anal !
Ha neoazh, souezhusat tra, n’oc’h ket pinvik.
Hoc’h esperañs hag ho pevañs zo aet da hesk ?
Degemer mat g’ar re dreutik !
Ho taoulagad gwezharall a oa glas
Mes ar c’hoant aour ‘deus o graet sklas.
Mouget al livioù flamm, drastet ar vuhez tamm-ha-tamm
Get an naon du hag ar marv gwenn.
Na c’hwi, e peseurt tu emañ ho penn ?
Ha reizh e kavit ar sistem dizamant ?
Ha feiz a vagit en arem hag en argant ?
Ne welit ket ? Brein eo hoc’h iliz !
Rivinet ho planedenn abalamour d’he lezenn griz…
Yen ha difrouezh ho frankiz.
Doue ‘n doa bet fiziañs en e grouadur.
Truez en deus bremañ, ha fae war ho plijadur.
Pep unan zo libr d’ober fortun ‘el ma kar… Mat-kaer !
Ha da gas an natur d’an diskar ? Harz al laer !
Setu kalet an douar ha brevet an arar.
An heol hag al loar zo chomet boud.
Ha c’hwi n’oc’h ken met didalvoud,
Dilabour ha dihunvre.
Ne van ennoc’h nemet lure.
Ha klevet a rit c’hwezh put an avel ?
Hag an trouz a ra tud o mouezh vut é sevel ?
Re ziwezhat evit Mab-Den, siwazh.
‘Baday ket pell an abadenn c’hoazh.
An aour a deuzay a-benn tuchant
Ha mont da ludu ‘ray an argant.
Lonket-holl en islonk,
Tonket holl ar re baour hag ar re gran, hag ar re wenn hag ar re zu.
Ha ne vo ket moaien da cheñch tu.
Skeudenn gant Hermes Rivera, emb. Unsplash