Diskar-hañv

Kaerañ mare e-pad ar blez
Pa vez melen ha ruz ar gwez

Delioù sec’h e-touez ar glav
Diwar an nec’h é tont a-blav

Temperadur war an diskar
‘Mañ an natur en entremar

A-wel d’an holl uhel al loar
Ha gwenn an heol a-rez an douar*

Gwenan, c’hwibu, kavit repu
Tuchant e vo ar mizioù du

Kenavezo livioù an hañv
Tuchant e vo mizioù ar goañv

*Lâret heol ha douar ‘el e gwenedeg : en iaul, en dwar

Skeudenn gant quentin, emb. Unsplash