N’on ket me.
Piv on ‘ta, neuze ?
Na pelec’h ‘mañ ma ene ?
N’onn ket mui
Dalc’het on e berlobi
Kollet ‘m eus alc’hwez an ti
Dianket eo ma spered
É kantren etre daou ved
Aet diganin komz ha kleved
Ma c’horf ouzh ma nesañ zo dizamant
É plavañ ‘m’on dirazañ ‘vel un tasmant.
‘Vin ket pell ken.
Ganin ‘z ay e anken.
Mall zo warnañ. Ha mall eo din.
Skeudenn : Tine Heines, Lewy Body Dementia – Hallucinations, akrilik war lien.