Heol da greiznoz

Un danevell gant Neil Jomunsi, lakaet e brezhoneg gant Fanch Guénasquel hag embannet amañ gant aotre hegarat an oberour.

Ne oa ket da dortañ. Ur mennozh fall an hini e oa bet. Fall-kollet, koulz lâret. Evit doare e oa an diboellañ mennozh biskoazh a oa deuet gantañ aze, hep mar na marteze. An hini mantrusañ, an hini dañjerusañ. An hini drochañ, e berr gomzoù, en anzav a ranke Fedor. Hennezh ne ouie ken met sorc’henniñ en avanturioù, ha koulskoude ne oa ket barrek da aozañ ar plaenañ baleadenn. Abalamour dezhañ e oant tapet brav o-daou eno. Eñ an hini en doa kinniget mont, ha pront e veze Pavel o tegas kement-mañ da soñj d’e genseurt seul taol ma krede egile all klask abeg d’o flanedenn.

– Plijadur a-walc’h ‘teus bet, te ivez, keta ? a skrignas Fedor en ur zastum e zaouarn ouzh e gilpenn.

E barr e fulor e oa Pavel c’hoazh ha ne oa ket prest da asantiñ d’ar wirionez : ya ‘vat, e-pad ur pennad e oa bet ar veaj-se ken c’hwek hag un droiad er baradoz. A-hed ar bloaz e oa kustumet an daou suner-gwad da vevañ dindan guzh er c’hêrioù bras poblet stank, rankout ma oa dezhe chom er gwasked ha gortoz an noz da glozañ evit mont da vale disoursi. Pebezh dudi ar vakañsoù en tu all da gelc’h an Arktik eta ! Un teuzer, koulz evit ar spered hag ar c’horf. En deizioù kentañ, atav… 

Eno, pell a-walc’h en hanternoz, e pad an noz un hanter re, ha gwell a-se d’an daou gomper. War ar skorneg e oant en em gavet evel logod er bleud. Hag int ha gweladenniñ kêriadennoù distro ha kampoù ar meuriadoù kozh dre an noz diziwezh, kuit a bep nec’hamant, hag en em veskañ gant tud ar c’hornad hag an douristed, ha lipat evajoù deus ar vro forzh pegement, hep soursial morse ouzh red an amzer. Ha pa groge lod da sevel goulennoù e veze trawalc’h dezhe sachañ o skasoù dre laer evit mont da dañva gwad nevez d’an tostañ bourc’h war ar gartenn.

– Na pa vefemp chomet e Boden, a huanadas Pavel. Eno e oa tu deomp sellet ouzh ar skinwel da vihanañ.

Ur c’hruz a reas Fedor d’e zivskoaz. Gwir e oa strizhik un disterañ an iglou ma oant bac’het, hag ur miz bennak a oa tremenet abaoe an diwezhañ takenn a oa bet roet dezhe da sunañ. Hogen lec’h a oa da c’hoarzhin gant o flanedenn memes tra, a gave dezhañ atav. En diwezhañ kêr vras o doa gweladennet e oa savet disfiz oute ha gwell o doa kavet skampañ hep gortoz o fegement. Pelloc’h c’hoazh en hanternoz e oant erruet neuze, en inizi ar Svalbard. A-raok skarañ kuit o doa bet amzer da lonkañ o gwalc’h ha kontant e oant o kavout un tammig goudor evit ober ur pennad kousk, digenvez.

Gwall spontet e oant bet o tihuniñ ur miz goude : tarzhet en doa an deiz etretant, evit o brasañ gwalleur ! Savet uhel an heol, pa lâran mat, ha ne ginnige ket mont da guzh hep dale. Biskoazh splannoc’h ar skorneg o skediñ dindan e varroù tomm. Un druez…

– Dre chañs e tremeno ur pesketour bennak hebiou toull an nor poent pe boent. A-walc’h e vo deomp kregiñ ennañ hag e sachañ ‘barzh.
– Ha petra ‘vo graet p’en em gavo e vignoned da zrailhañ an iglou ?
– Ma, devet e vimp, petra ‘ri… Hor yaouankiz hon do-ni roulet ha roulet mat, keta ? Ra vo douget hon eneoù uhel en neñv gant moged an tantad meur ! Fiziañs ‘m eus e vo kaer an abadenn.

Skopañ ouzh al leur a reas Pavel.

– Chom bev e-pad c’hwec’h kantved evit ober ma zalar diwezhañ en un toull skorn kollet a-benn fin ar gont ? Ma n’eo ket ur vezh ! Seurt marv ne jaoj ket din avat. Ha kalz ne vern penaos, n’eo ket deuet an amzer din da dremen c’hoazh !
– Ata, n’eo ket dav dit tremen, goude-holl ! a fuc’has Fedor. Dit da choaz evit gwir, n’eo ket ?

Pavel a savas gwad dindan e ivinoù hag ur flac’had anezhe a ginnigas distagañ gant Fedor en e fas. O treiñ da sot e oa, ken pell a oa e oant bac’het o-daou. Ne vije ket bet chalet o kas e vignon tri-c’hant vloaz da sutal da virviken. Ne oa ket evit añduriñ pelloc’h e gamarad disoursi, skañv e benn, ha na zouje tra na den. Evel ha pa vefe hennezh mestr war ar bed tro-dro, hag eñ kozh tammig preñv dister koachet en e doull, koulskoude. Evit doare, ne oant ket tonket da badout pelloc’h eget ur boulomig erc’h war an aod e-kreiz miz Eost.

– Pase skuizh on ganit, a respontas Pavel, ha ma n’eo ket an heol evit serriñ da glapez dit, me ‘gavo-me an tu.

Fedor ne oa ket evit mirout da skrignal. 

Kroaziañ e zivrec’h a reas Pavel. Evit ur pennad, ne rannas ger. Ma oant enket en o iglou evit pell e oa kerkoulz dezhañ chom mut. Fedor a vazailhas, digor frank e veg ha dispak e vrogoù hir ha lemm. Treiñ a reas war e du hag en em reiñ da gousket. Ne oa ket ar wezh kentañ dezhe mervel gant an naon, ha moarvat ne oa ket an hini diwezhañ. Forzh pegen bihan e oa o gwad gante, ne oa ket ar pep diaesañ koulskoude. Gouzañv an eil egile, sed aze.

– Alkent, eme Bavel a-benn ur c’hrogadig, ‘giz-se ‘mañ ’n traoù, karit pe ne rit ket, mod pe vod e rankimp abuziñ hon amzer.

Digeriñ ul lagad a reas Fedor evit gouzout hiroc’h :

– Petra a ginnigez ‘ta ? C’hoari grik ?
– Lâr ur goñchenn din, kentoc’h.
– Ur goñchenn ? Peseurt koñchenn ?
– Forzh pe hini, unan vrav, ha hir, an hirañ posupl. Ha marteze e vi pardonet.

Furchal en e varv a reas Fedor.

– Hama… Gortoz ‘ta… Selaou ‘ta, deuet zo unan din !

Un taol e oan e-kreiz ar mor bras o skeiñ war-zu porzh Madras. War ul lestr eus Kompagnunezh an Indez ‘ni ‘oa – ma, peseurt kantved ‘oa din-me ? Eus kêr Londrez hor boa loc’het ha deuet ‘oa ganin ur gaer a…

– Ho pet truez, mar plij ! a droc’has Pavel kentizh. Trawalc’h gant ar c’hozh sorbienn-se ! Beilhadeg pe filaj, atav e teu honnezh ganit. Seizh-ugent gwezh ‘m eus he c’hlevet pe ‘gozik.
– Moarvat. Bourraploc’h, n’am eus ket, avat…
– Kont din unan ha n’am eus ket klevet biskoazh. Forzh pe hini…
– Ma… N’on ket sur e vo ken bourrapl-se, neuze.
– Kalz ne vern, talvoudus, dister, arabadus pe blijus, gant ma viro ac’hanon da valañ soñjoù.

Tra ma oa Pavel o treiñ war e gostez, skuizh-divi an tamm anezhañ, e krogas Fedor d’en em soñjal, pezh na c’hoarveze ket bemdez. Kozh-Noe e oa hennezh. D’an ampoent ma voe ganet, ne oa ket bet aloubet Konstantinopl gant an Durked c’hoazh ! Ha ne veze treset nemet ur c’hevandir war kartennoù ar bed. Evit istorioù, ne raent ket diouer dezhañ, alkent. Ha ma oa ar re vilañ hag ar re vezhusañ da vezañ renablet en e eurioù ivez e oa gouest da gontañ un toullad, a bep ton hag a bep liv, koñchennoù, gwerzioù, bourdoù ha kement zo… Hogen ur soñj all, eeunoc’h a-galz, a oa garanet don en e eñvor c’hoazh. Biskoazh ne oa bet Fedor evit ankouaat pegen hir en doa kavet e amzer e-pad ur c’hantved bennak, gwezhall gozh. Peurbadus ho puhez ne dalv ket plijadur bemdez, siwazh, sed ar pezh a lâre ar suner-gwad d’an neb a gare klevet. Divarvel pe get, heñvel an trepet : kavout bod ha boued a rank an nen, ha netra ken. N’eo ket souezh e veze prim o kontañ e veaj dreistordinal seul gwezh ma kave an dro.

O venel kousket e oa Pavel.

– Mall eo dit stagañ ganti bremañ, a gemennas. Krog ‘ta dre ar penn-kentañ-tout kement hag ober.

Tevel a reas Fedor war e breder eta ha stagañ gant e goñchenn, ha dre ar penn-kentañ-tout evel a oa dleet d’ur goñchenn gaer.

Ur sizhun bennak goude e teurvezas an heol mont da guzh hag a-benn ar fin e c’hellas an daou suner-gwad en em sachañ maez o iglou, moan o c’hof gante ha merglet o divesker. E-pad ur pennad e chomjont da sellet er vann, amzer lonkañ ur pikol analad aer fresk ha bamañ ouzh an neñvoù. Un tarzh-gouloù eus ar seurt na vez gwelet nemet en Hanternoz pellañ a oa o regiñ an oabl teñval evel luc’hed opal.

– ‘Gav dit emañ an aotrou Doue o tigoll hor poan deomp pa’z omp deuet a-benn da c’houzañv an eil egile hep en em bilat ? a c’houlennas Fedor.

Ur mousc’hoarzh a zeuas gant Pavel war e zremm met ne respontas tra. 

Hag an daou ha skeiñ etrezek ar c’hreisteiz. Don en erc’h e oa roudoù o botoù-ler war o lerc’h. Hir e oa an hent da doullañ c’hoazh betek en em gavout gant ur penn kristen bennak. Chom pizh war o anal a rankent eta. Goude derc’hel war e deod e-pad ur pennad e kredas Fedor terriñ an didrouz :

– Pavel, ma mignon. Ha droug ‘peus ouzhin atav ?

Hennezh a lezas un huanadenn.

– Hogozik din ober da stal dit, m’en tou… Ma… ‘Oa ket ken hir-se, ur seurt.

Pavel a gave dezhañ e oa deuet e geneil a-benn da c’hounit e bardon eta. Kaer en doa bet Fedor dibunañ e istor borodus e-pad an amzer ma oant bac’het, ne oa ket erruet er penn-diwezhañ, na tost. Roet en doa e c’her d’e gomper, avat : kenderc’hel a rafe gant e zanevell ur wezh all, kerkent ha ma vefe amzer da abuziñ c’hoazh. Evit sioulaat brezel etre an dud, flapañ zo gwell eget chom mut. 

– Ket ken hir… Brav eo lâret ! a c’hrozmolas Fedor. Me eo sec’h-kras din ma gourlañchenn atav !
– Deomp ‘ta da lipat ur gouzoug bennak, neuze. Ha dalc’h soñj da zisplegañ din adarre penaos an diaoul ‘toa kavet an tu da dec’hout diouzh ar prizon da vare an Inkizision. ‘M eus aon ‘m eus ket komprenet re vat.

Ur c’hoarzh teñval a savas gant Fedor eus strad e galon hag a dregernas en avel sklas a fuc’he dre o blev marv.