Ar stêr aon

Fuloret eo ar riolenn
Fall an douar dindani
Dall an dour g’ar c’hwervoni
O kas an drast dreist ar riblenn

Karget a vinim hag a gerse
Maez he gwele he nerzh dispak
O redek ‘el ur gazeg diharak
Den ‘noa gwelet pegen kounnaret eo

Drailhet ganti rod ar vilin
Emañ an dud war o daoulin
Oc’h aspediñ forzh o buhez
Ho pet truez d’hor bugale !

Nemet ar stêr en he droukrañs
Eo aet da hesk he holl zoujañs
Setu disoc’h ho tismegañs
Beuzet e vo ho holl vevañs

Piv ‘oar e-menn ‘kouezho ar bec’h ?
Dilezet ‘neus roud he froudenn
Frank ha diroll en hec’h anken
Da lezel diskar war he lerc’h…

Krenit Mab-Den hag Anaon !
Dibunit ho krasoù
Ha sachit ho skasoù
Meulit he ren, emañ o tont…

Skeudenn gant Ryan Johnson, emb. Unsplash