Ma flanedenn din n’eo ket trist.
Er gouiet a ran ervat,
Kel lies ‘m eus he gwelet spis
É lugerniñ uhel en neñvoù.
Mes n’it ket da grediñ ‘m eus he fiziet er C’hrist !
Gouarnet eo get stered ma hunvreoù.
Aes e veze da verzet en aezhenn voull,
Gwezhall, pa daole strink he bannoù.
Mes setu hi kollet e-touez ar c’houmoul.
O nann ‘ta, n’eo ket trist din ma flanedenn.
Hag evidon da vout enket don e toull
An enkrez e kavin he roud a-dreuz ar vorenn.
Du-hont emañ c’hoazh é skediñ moarvat.
Mall eo din kemer penn an hent
Ha bale daveti war-lerc’h an eurvad.
Skeudenn gant Aral Tasher, emb. Unsplash