Plac’h he marc’h-tan zo dir ganti war he zal
N’he deus ket aon da blantañ tizh
Ar c’heflusker é strakal
Eeun an hent etrezek ar frankiz
Ha hi ha mont dichal, dishual
N’eus ket anv da zont war he c’hiz
Plac’h he marc’h-tan ne ra ket van ouzh ho santimant
Evit frailhañ an avel a-benn, n’he deus ket e’mm eus hoc’h asant
Diouzh he zu emañ nerzh ar chadenn
Mont ‘ra da heul he flanedenn, ha gant deltu
Fiziañs he deus ar femelenn ‘n hec’h intrudu
Hogen plac’h he marc’h-tan n’emañ ket hec’h-unan
Ouzh he c’hein ‘mañ he bugel o terc’hel start
Paket e benn en e dokarn bihan
Ha dastumet e zaouarn war he c’halon houarn
Dalc’h da grog, ma brav a baotr
Me ‘ziskouay dit ul lec’h ma n’eo ket dibaot
An dud drev ha dichipot
Met ar gêr-se zo ker distro
Ha gwell a-se da dud ar vro
Ur vro ma tañs an dud a vagadoù
Ur vro ma rann an dud o holl vadoù
Ur vro digenvez ha disuj
Ma n’an’ver ket al lezennoù a zistruj
War hol lerc’h, lezomp an noz
N’eus ket amzer da c’hortoz
Dalc’h peg, ma mab, ha ‘to ket biken a gerse
Tan dezhi, ma marc’h, eno e vimp ‘benn gouloù-deiz
Skeudenn gant Guilherme Veloso, emb. Unsplash