Ra gredimp

Hetoù evit an amzer da zont

Pa vo tremenet an amzer vremañ
Pa vo trec’h an tu-gra war an tu-gouzañv
Pa vo dilezet an doare divizout
Evit aozañ doareoù da zont
Pa vo drailhet morailhoù hon toull-bac’h
Ha lakaet un termen da riez ar stumm-nac’h

Ra gredo pobladoù ar bed
Reiñ o mouezh da glevet, kreñv ha kadarn
Ha klozañ soudarded, jañdarmed
Ha fliked da viken ’n o c’hazarn

Ra vo dieubet an holl sujidi a bep ereadur
A bep rener kriz ha dinatur
Ra davo ar re fur
Ar begoù moan moustret o c’hoant hag o flijadur

Avel d’ar frankiz !
Ar vuhez a vleunio
pa reno ar re foll
da vago gant tan gouez
hunvreoù diroll
ar yaouankiz.

Skeudenn gant M.T ElGassier, emb. Unsplash