A-zivout Kalficher.

Kalficher g. Den a gas e amzer
oc'h ober traoù nebeut a dalvoudegezh dezho.

Diwar Geriadur brezhoneg An Here

Frouezh ma labour skriv a ginnigan deoc’h amañ, pe ul lodenn anezhañ da vihanañ. A-fed lennegezh ganin, barzhonegoù ha troidigezhioù kentoc’h, pand eo ar pezh a vourran gober dreist pep tra. Pennadoù all ivez, a-ziwar al labour skriv, troiñ, renkañ testennoù… E brezhoneg dalc’hmat.

War gempenn emañ an testennoù embannet amañ bepred. Cheñchamant a c’hell bout, pa vez ezhomm difaziañ, pe pa vez kavet troiennoù kaeroc’h gant an oberour.

Evezhiadennoù

Kinnig a ran d’al lennerien embann o soñj ha flapiñ a-zivout an testennoù-mañ war ar rouedadoù sokial kentoc’h (liammoù dindan ma fenn war ar bajenn degemer). Kontant e vin da gemer perzh ar gaoz, a-dra-sur.

Diskoachet ur vi-koukoug ganeoc’h ?
Gourc’hemennoù deoc’h, lemm eo ho lagad ! Skrivit din ‘ta (fanchguenasquel[@]gmail.com) ha reizhet e vo ar fazi kerkent all. Trugarez vras deoc’h !

Skoazellañ

O, na pesort michér am eus-mé keméret !

Sonenn hengounel a Vro-Gwened, da zañsal Kas a-barh.

Ha plijadur ‘peus bet é lenn ?
Ur vicher hag a rank an nen pleustriñ warni bemdez, mintin abred ha noz diwezhat, eo hani ar skrivagner. Renkañ hag embann skridoù e brezhoneg a c’houlenn amzer ha pasiañted. E-keit-se ne vez ket an nen é c’hounit e vara e lec’h all, anat deoc’h.
Derc’hel bev ur seurt lec’hienn hag he magiñ a goust arc’hant ivez.
Evit netra eo digor Kalficher. d’al lennerien neoazh ! emezoc’h-c’hwi. Hag ez eo, nemet n’eo ket kuit a bep koust evit kelo-se.

Ur bajenn Tipeee zo war ma anv. Roiñ e skodenn a c’hello an neb a garo dre glikañ amañ dindan.

Ha c’hoazh ur wezh, mil trugarez deoc’h a-greiz kalon !
A-drugarez d’ho skoazell e pado al lec’hienn Kalficher., fonnusoc’h-fonnus an danvez enni.

Skeudenn gant Dimitri Houtteman,emb. Unsplash