Dienez
Emañ ar gevredigezh en dienez, korf hag ene, kerkoulz an dud hag ar gwez.
Emañ ar gevredigezh en dienez, korf hag ene, kerkoulz an dud hag ar gwez.
Kalficherien a bep oad, dalc'hit-c'hwi krenn, hor gwir da galfichat a rankomp difenn !
Mizioù zo 'mañ ar c'hleñved é redek bro dre ar bed, dispak e falc'h, é klask e walc'h a Vro-Sina d'an Amerik, hag Europa zo seizet-mik.
Den ebet n'hoc'h anav nemedon. Ha nemet Mamm, en he c'halon.
War vord an hent-bras e kouskin fenoz. En amzer yen-sklas e kavin repoz...
Na gredit ket ennin, ma mignon. Ne za genin netra gwirion...
Daou baotrig hañval-mik a vo ganet hiriv. Unan brav, unan moutik, hag an daou memes liv...
Me ho ped, chomit pell. Kredit me hag e voc'h gwell !
Evit dastum, kemer poan ! Sed ar pezh a lavar ar gwenan. Pezh zo, gwell eo dezho diwall kar an nektar e parkoù zo a c’hell evit gwir bout fall…